War beg ho pizied.
Kennasket oc'h bepred gant an ar c'hemennadennoù prim enrineget.
Chomit e darempred.
Pellgomzit en un doare digoust ha diogel etre implijerien qTox.
Ret eo sellet evit krediñ.
Eskemmit penn ouzh penn gant pellgomzadennoù video.
Pouezus eo ho puhez prevez.
Gant un enrinegañ kreñv e c'hallit bezañ sur ne vo nemet ar re a fell deoc'h o kemer perzh en eskemm.
Er c'hontrol da meziantoù all evit eskemm war-eeun en un doare enrineget, ne vez ket gortozet gant qTox e vefec'h un diorroer. qTox a ginnig deoc'h un etreas aes da implijout dre ziouer hag a laosk ac'hanoc'h da soñjal en eskemmoù hepken.
qTox a zo frank ha digoust. Dieub oc'h penn-da-benn da implij ha kemmañ qTox. Ouzhpenn-se, qTox ne vo morse o hegasiñ ac'hanoc'h gant bruderezh, ha ne vo morse o lakaat ac'hanoc'h da baeañ evit keweriusterioù ouzhpenn.